Sulvezh Glav

by Maela

/
  • Streaming + Download

    Includes unlimited streaming via the free Bandcamp app, plus high-quality download in MP3, FLAC and more.
    Purchasable with gift card

      €1 EUR  or more

     

lyrics

Ur sulvezh o sellet ouzh ar vuhez verr
o skuilhañ e daeroù gwer
dizesper

Ouzh an daol-gont
ur paotr ront
gant ur montr
e dok gantañ war e benn ruz
oc’h evañ gwin en ur lenn
ur gazetenn estrenn

Paotr ar c’hafe
a gas din
dous e vin
un tasad tomm
a gafe du
hag ar vamm-guñv
em c’hichen
a van kousket kerkent

E foñs ar sal
ur paotr all
mezv-dall
a gan an ton
o huchal
pa deu difonn
ur c’hi mouk
o lammat war e chouk

War un daol
an heol
abav
a bar ur vann
a daol-trum
hag a spluj dousig
‘ba’r voestig
sigaret ar pratik

Un deiz lous ha hir a ‘h a war e hent plaen
an eurvezhioù a dibun
‘ba ma gourlañchenn

‘n dud o daoulagad mouged gant ar glav puilh
a gantren dall ‘ba’r ruioù
‘vel tasmantoù

Ur sulvezh o sellet ouzh ar vuhez verr
o skuilhañ e daeroù gwer
‘ba ma banne bier

Abaoe pet eur on staliet ouzh an daol-mañ
Hag anvezout a ri ac’hanon
da c’hortoz a ran

Trede banne
ar c’hafe
an anken
lak ma c’halon
o tridal
a-dreñv d’ar prenestr teñval
ur vaouez o tañsal

War an doenn
un dakenn
bep eilenn
‘sko lusk an
amzer o tremen
ha ‘ba’r ru leun
a dizesper
‘ruz ma soñjoù kaer

Paotr an daol gont
a c’houl groñs
difeson
un boc’h all
a garantez
ur c’hocktail
rhum ha mel
lonket ken prim all.

Fin an deiz
setu me
diseblant
prest da distreiñ
d’ar vuhez
ma faraplu
a-us d’am fenn
ne deui ket biken.

Un deiz lous ha hir a ‘h a war e hent plaen
an eurvezhioù a dibun
‘ba ma gourlañchenn.

credits

released January 28, 2023
Music : Morgan Gilet - Lyrics : Clarisse Bailleul
Vocals : Maela Gilet-Janes - Guitars, Bass, Drums, Backing vocals : Morgan Gilet
Recording, mixing, mastering : Morgan Gilet
Track art : Morgan Gilet

license

all rights reserved

tags

about

Maela Rennes, France

contact / help

Contact Maela

Streaming and
Download help

Report this track or account

If you like Maela, you may also like: