Sulvezh Gant Heol

by Maela

/
  • Streaming + Download

    Includes unlimited streaming via the free Bandcamp app, plus high-quality download in MP3, FLAC and more.
    Purchasable with gift card

      €1 EUR  or more

     

lyrics

Sulvezh beure
diwezhat eo dija
ha chom a ran kousket
an heol ar skrab
ouzh ma frenejoù
gant e zorn alaouret

Mor al liñselioù
gwagennoù gwenn
treiñ ha didreiñ enne
korventenn ar blev
difichet war
douster ar penn-gwele

D’o’r petra
kuitaat ma huñvreoù
dihuniñ
ha digeriñ an dorioù

Sulvezh kreizteiz
serr-lagad an heol
a bar war ma malvenn
kan an avel
‘ba’r barradur gwez
‘h a da hillikat ma c’hein

D’o’r petra
kuitaat ma gwele flour
dijuniñ
ha degemer ar bed drouk

Sulvezh ha kard
un troad war al leur
hag an daoulagad damserr
‘tre ma daouarn
ar galonig vresk
a lamm evel ur pesk

D’o’r petra
gwiskañ dilhad cheuc’h
pa red ar bed
a-hed an hentoù treuz

Sulvezh hanter
pet eur eo dija
kollet eo an amzer
c’hwezh ar c’hafe
‘sav eus ar volenn
ma fri enni soubet

D’o’r petra
gwiskañ mousc’hoarzh bras
pa red ar bed
a-hed an hentoù sklas

Dilun met kard
setu-me savet
prest da grog ‘ba’n deiz nevez
an heol a guzh
dre ma frenejoù
achu eo d’hañ bale

Ha bremañ
pelec’h ‘h aio ar vuhez
ma choman-me
gant dale

credits

released November 11, 2022
Music : Morgan Gilet - Lyrics : Clarisse Bailleul
Vocals : Maela Gilet-Janes - Flute : Blandine Laval - Guitars, Bass, Drums : Morgan Gilet
Recording, mixing, mastering : Morgan Gilet
Track art : Anna-Wenn Gilet-Janes

license

all rights reserved

tags

about

Maela Rennes, France

contact / help

Contact Maela

Streaming and
Download help

Report this track or account

If you like Maela, you may also like: